War ar maezoù ez eus muioc’h-mui a felliezh. Bemdez e vez klevet anv eus argadoù, sakadoù a bep sort. Hag an trafikañ dramm a vez gwelet e pep lec’h, betek e kêriadennoù bihan bremañ.
E pep lec’h e c’houlenn ar geodederien muioc’h a surentez met pas e Oudon, e Bro Ankiniz ! E Oudon, gaochisted “Alter Oudon“, ur strollad lec’hiel, a ra trouz abaoe bloavezhioù evit ma vefe nullet ar raktres a archerdi nevez. Gouez dezho e vehe “re vras an archerdi”, “fall evit an endro” (perak ?) ha “re goustus”. Ha forzh penaos n’emañ ket pell hini Ankiniz. Aozet ez eus bet ur votadeg er gumun ha 80,70% eus an dud o deus votet “Nann” d’an archerdi nevez. 3872 anneziad a zo e Oudon ha 228 anezho o deus kemeret perzh er “votadeg”-mañ. Na peseurt !
E penn ar stourm a-enep an archerdi nevez, Xavier Coutanceau, eus ar PCF. Amzer a oa bet ma oa ar PCF mouezh an dud vunut koulskoude…
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine