E teir skol bublik e vo digoret hentadoù divyezhek brezhoneg galleg nevez a-benn 2023 : e Belz (Bro Gwened), e Speiet (Bro-Gerne) hag e Sant-Brewenn (Bro-Raez). Kentañ gwech ma vefe digoret seurt hentad e su al Liger abaoe m’eo bet serret skol Diwan Pornizh.
War a seblant emañ diaesoc’h an traoù e Speiet ! Un emvod kelaouiñ a zo bet aozet d’an 29 a viz du, hogen n’eo ket deuet den ebet d’an emvod-mañ !
Ur pevare hentad a vefe war ar stern e kêr Naoned ivez.
E Landreger (Bro Dreger) emañ tudoù zo o klask digeriñ ur skol Diwan a-benn 2023.
Crédit photo :bDR
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine