Peseurt doare den eo ?
E 2013 e voe kondaonet evit bezañ gwallaet ur bugel a 15 vloaz. D’ar mare-se e oa o chom er Val d’Oise. Dibrizonet goude bloavezhioù toull-bac’h e oa heuliet gant servijoù ar justis. Siwazh dezhañ, ne heulias ket ar pezh a oa bet gourc’hemennet dezhañ, da lavaret eo chom pell eus ar vugale. Ha dao, dirak ar barner en-dro ! Ya met pa voe prezantet d’ar barner e savas ar biz dezhañ, o c’hourdouz anezhañ « e lazhañ eñ hag e vugale ». Kaset en toull-bac’h en-dro e skrivas d’e varner dedalvezout ar c’hastizoù e « stuffe dezhañ a-raok sailhat warnañ ha skeiñ gantañ evel ur c’hi ».
Ur gwir champion aze !
Barnet en-dro e Sant-Nazer d’ar meurzh 15 a viz du e voe kondaonet da zaou vloavezh toull-bac’h.
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine