260 e oant a-benn ar fin ! Gant an emsav broadelour e oa bet toullet un erv frouezhus diwar-benn al lojeiz e Breizh. Diaes eo d’ar strolladoù gall sevel a-du gant seurt temoù neuze e c’helle an emsav mont ar-raok gant ur stourm hag a sell ouzh muioc’h-mui a vretoned.
Allas! Lakaet o deus ar c’haochisted o c’hrabanoù war ar stourm-mañ. Hag evel just n’eus ket tud strizhoc’h o spered egeto. Skarzhet o deus eus ar manifestadegoù an holl re ha ne oant ket « a-gleiz » (ar Parti Breton da skouer) ha, war un dro, e klaskont sachañ evezh ar boutigoù gaochist all, ha pa vefe jakobined eus an tu-pellañ (laouen e oant da embann en doa galvet ar « Parti de Gauche » melenchonour da gemer perzh e manifestadeg Montroulez da skouer. Gant ar vezh !)
Rak, d’an 29 a viz here, o doa galvet ar c’haochisted da vanifestiñ e Montroulez evit al lojeiz. Siwazh, treiñ a reas ar vanifestadeg da bardon Pichibon : tri o tañsal ha pevar o son’. Dek mil strollad eus an tu-kleiz a oa war ar skritell ha… 260 manifestour o deus dibunet e straedoù Montroulez a-benn ar fin. Ur c’hwitadenn !
Ha padal ne cheñcho netra. N’eo ket se a lako hor gaochisted da zigeriñ o daoulagad ha da brederiañ. Kendalc’het e vo ganto da huchal a-enep an tiez-hañv ha, war un dro, da reklem e vefe lojet muioc’h a repuidi e Breizh !
P’emaomp gant an enbroidi : embannet eo bet gant an UDB Treger-Goeloù e savent a-du gant ar raktres Horizon e Kallag. Ha deuet eo ar c’haochism da vezañ ur c’hleñved spered ?
Projet Horizon à Callac. Communiqué de la Fédération UDB Trégor-Goëlo : "L'accueil est un devoir, pas une option". pic.twitter.com/eQr07hhNLt
— UDB Treger-Goeloù – Trégor-Goëlo (@UDBTregorGoelo) October 30, 2022
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “Manifestadeg eus Montroulez evit al lojeiz : tri o tañsal ha pevar o son’”
Les Udébéens ne savent plus où ils habitent ni où ils vont.