« Setu un akt gouennelour ! » a c’helled klevet e Lannuon abaoe ma oa bet taget Refik, patron ar Breizh Kebab. Un assac’h a oa bet savet gant koñversanted ar c’harter zoken, evit e souten. Ha gaochisted zo o ragachiñ e oa « faskourien » pe « pennoù touzet » o doa lammet gant ar paourkaezh den.
Afi ! A-benn ar fin eo bet serret daou…. jipsian eus Laval gant ar boliserien ! Diskred zo warno bezañ ar re o deus taget ar c’hoñversant d’ar meurzh 5 a viz here.
Refik, eus e du, a zo bet kaset d’an ospital, ken gloazet ma oa.
D’an 28 a viz here e vo kaset an daou hailhon dirak lez-varn Sant-Brieg.
Crédit photo : Breizh Info
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine