Amañ hon eus ur sapre hini ! Goude an disparti etre EELV hag an UDB e miz gouere hag ar « virilogate » etre Arnaud Lécuyer ha hi, Claire Desmares-Poirrier a zo c’hoazh e kaoz e-barzh an afer nevez a laka jeu e strollad EELV ar c’huzul-rannvro : tri c’huzulier glas, Ronan Pichon, Christine Prigent hag Goulven Oillic o deus kuitaet ar strollad abalamour dezhi. War a seblant int erruet skuizh gant strategiezh ar Roazhonez : sevel he mouezh a-enep pep tra a vez kinniget gant Loïg Chesnais-Girard. Enebiñ kousto pe gousto.
Hor Sandrine Rousseau deomp-ni eo Claire Desmares-Poirrier : trouz, sinema, brouez ruz, gaochismo-gwregelouriezh eus an tu-pellañ, boboerezh, reuziederezh hag all. Ur seurt reveulzi dizehan hag a laka un aergelc’h moug ha flaerius e-barzh forzh peseurt strollad.
Embannet eo bet gant Ronan Pichon, Christine Prigent hag Goulven Oillic e felle dezho « mont e kaoz gant Breizh a-gleiz, strollad an UDB ». Eus he zu, Claire Desmares-Poirrier a chom mestrez war he boutik: ur stalig a dri den : Loïc Le Hir, Julie Dupuy ha Claire.
N’eo ket grevus ! A-benn miz kerzu e vo emvod-meur EELV e bro Paris. Ma erru Sandrine Rousseau e penn ar strollad e kavo ur micher bennak da gClaire ! Meritet he deus !
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine