Ha piv zo mestr amañ ?
E Sant-Nazer, ur paotr en e 22 vloaz en doa tennet evit fromañ ouzh un den hag a oa o reiñ mouezh abalamour d’an trafikañ dramm en e savadur. En un tour eus karter Bouletterie e c’hoarvezas an traoù. E miz kerzu 2021, un den o chom er savadur a oa bet arabadet gant trafikourien o chom d’abuziñ o amzer e log ar skalieroù. Klask a reas toullañ kaoz gant unan eus an drafikourien hag en doa ur gountell gantañ. En aner. Evit fromañ outañ, un trafikour all a dennas en aer.
Paotr an tour hag e familh, tchetcheniz holl anezho, a rankas kuitaat Sant-Nazer goude an darvoud-se rak an drafikourien dramm o doa lakaet en o soñj d’ober o stal dezho. Tennet o deus ouzh dor ranndi Tchetcheniz, ur volotenn a erruas e kambr ar vugale, zoken.
Daoust da gudennoù melestradurel hag argerezhel n’eo ket bet laosket da vont an hini a zo diskred warnañ bezañ an tennour. Emañ en toull-bac’h evit poent ha chom a raio enañ e-pad ur mare c’hoazh.
Emañ an trafikañ dramm o vreinañ kêr Sant-Nazer. Ha muioc’h-mui e tle an dud onest skampañ kuit eus o ranndioù, gwechoù zo e kreiz an noz, peogwir emañ savadurioù ar c’harterioù e dalc’h an drafikourien.
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine