Echu e vo prantad Michel Der Zakarian e Brest. Goude m’eo bet trec’het an SB29 e Francis Le Blé gant An Oriant he deus divizet renerezh ar Stade Brestois reiñ e sac’h d’ar gourdoner. E plas diwezhañ ar c’hampionad emañ ar Stade ha gounezet en deus ur wech nemetken skipailh Penn ar bed. Ha n’eo ket bet lonket an drec’hidigezh 0-7 e Francis Le Blé a-enep Montpellier ‘m eus aon.
Warlene en doa graet Michel Der Zakarian ur c’houlzad paseet dereat koulskoude (11vet plas) met ar bloaz-mañ ne’z ae ket mui an traoù etrezañ hag ar c’hoarierien.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine