Aon ‘m eus evito ! Abaoe ar sizhun dremenet, aktourezed ha kannerezed gall a gas videoioù ma troc’hont o blev « evit souten ar merc’hed iranian ». Er video e klever « Bella Ciao » kanet e persaneg.
Juliette Binoche, Marion Cotillard, Isabelle Adjani, Isabelle Huppert, Angèle, Jane Birkin, Muriel Robin, Charlotte Gainsbourg, Alexandra Lamy, Charlotte Rampling, an holl a ra o zamm sinema dirak ar c’hamera. Fas koad anezho. Fas dic’hoarzh.
Ha petra vo graet ganto goude-se ? Mont d’ar perukenner surawalc’h, evit ma vefe adfichet o blev. Gant ar vezh ! An holl anezho a zo gaochistezed, islamo-friendly e Bro-C’hall met a-enep an « torchouer » en Iran. Evel Sandrine Rousseau a-benn ar fin.
Ha chifet e vo ar mollahioù gant seurt video ? Ha mantret e vo Gwarded ar Reveulzi ? Hag en em santout a raio soutenet merc’hed an Iran ? An darn vrasañ anezho ne ouiont ket piv eo Jeanne Birkin pe Julie Gayet (ne weler ket François o tremen a-dreñv dezhi war ar video siwazh) ha ne reont ket foutre anezho.
E-pad kabalerezh Trump e oa bet anv eus fin levezon an arzourien hag ar stared war ar vuhez bublik dija. Met war a seblant n’eo ket arruet ar c’heloù en tu-all d’an Atlantik. Pe kement ha bezañ rezisoc’h : n’eo ket arruet e Saint-Germain des Prés.
Aon ‘m eus evit an holl verc’hed-se, ya : aon ‘m eus e vefent kontet da baourkaezh glep, ur wech ouzhpenn…
Messages sans précédent d'actrices et de chanteuses françaises de renom (Juliette Binoche, Marion Cotillard, Isabelle Adjani, Isabelle Huppert, Angèle…) qui se coupent les cheveux en soutien au combat des Iraniennes pour leur liberté. #Iran #MahsaAmini pic.twitter.com/n66Ry7Lg6K
— Armin Arefi (@arminarefi) October 5, 2022
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “Biskoazh kement-all ! Troc’het o deus o blev evit ar merc’hed iranian”
Che lingua è questa???