Un ugent bennak a ajañsoù tiez a zo e Pornizh, e Bro-Raez. Hag e kreiz ar bourk ez eus muioc’h-mui a stalioù eus ar gennad tredeel : bankoù, asurañsoù hag evel just ajañsoù tiez. Ken e teu bourkoù e-giz-se da vezañ didud, trist, divlaz, rak en holl dud az a d’an takadoù kenwerzhel da brenañ o defotachoù.
Klask a ra ti-kêr Pornizh saveteiñ ar stalioù diwezhañ ha n’int ket eus ar gennad tredeel. D’an 02 straed Verdun e oa, betek-henn, ur stal botoù, ar « Chaussures Dutey ». Hogen, fellout a rae d’ar goversañted gwerzhañ anezhañ. Un ajañs-tiez a oa war ar renk hag an emglev o oa bet sinet zoken. Implijet he deus kumun Pornizh he gwir kentprenañ ha setu an ajañs chomet he fri ar ar gloued !
300 000€ a zo bet prenet mui ar frejoù noter hag ar frejoù ajañs.
Bremañ e fell d’ar gumun adwerzhañ ar stal evit m’en em stalfe ur c’hoñvers a vo dibabet ganti. Ur c’hoñvers hag ar roio buhez d’ar bourk !
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine