Ah, ah, ah, diaoul biskoazh !
Ar fentigellour Rémi Gaillard an hini eo en doa laeret adskeudenn karr-tan « Retour vers le Futur » (un DeloRean) e Peniti-Koedrac’h (Aodoù-an-Arvor) e penn-kentañ miz gwengolo.
War a seblant e oa aet e darempred gant perc’henn ar c’harr-tan evit e feurmiñ. A-benn ar fin e tivizas ar fentigellour eus Montpellier da « laerañ » anezhañ gant tri c’homper. War ur bladenn e voe degaset da Vontpellier gant ar pevar istrogell.
Evel just eo ur farsadenn a-berzh Rémi Gaillard. Degas ar raio anezhañ « a-benn nebeut » met a-raok e fell dezhañ gwiriekaat hag e c’hell « nijal » gantañ. Nijal ha dont en-dro d’an dazont evel just !
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine