D’an 09 a viz gwenholon zo bet tapet un Aljerian àr parkva ar c’hirri-kampin e Sant-Nazer. Arruet e oa get ur Citroën Picasso laeret e Naoned ha kroget da « vizitiñ » ar c’hirri-kampin an eil àr-lerc’h egile. Ar pezh ne ouie ket avat : filmet e oa get kameraioù eveshañ e-pad e « labour » ha galvet kerkent ar boliserion get an evezhierion. Goude un hir a redadeg e taas a-benn ar bolisourion da dapout krog ennañ. Poent e oa kar dañjerus kenañ e oa an Aljerian evit ar vleinerion hag an dud àr-vale !
D’ar 17 a viz gwenholon e oa dirak ar lez-varn, o kontiñ bidennoù, lougajoù. Laeret en deus ur bouchad traoù er c’hirri-kampin met ne vern : hervezañ eo eñ ar paourkaezh paotr gwasket. Gant rasisted moarvat… Ha forzh penaos e oa « dindan louzoù » an deiz m’en deus graet tout se « n’en em rente ket kont ».
A-benn ar fin eo bet kondaonet d’ur vloavezh toull-bac’h get lez-varn Sant-Nazer.
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine