Ha troet e vo ar rouedad sokial Linkedin e katalaneg ? Hervez an ONG katalan Plataforma per la Llengua, ur milion a gatalanegerien a vefe kontant da gaout o c’hont Linkedin ma vefe troet ar rouedad en o yezh. Da heul ur studiadenn bet graet gant an ONG hag an embregerezh GESOP 35% eus ar gatalaned ha n’o deus ket ur c’hont Linkedin a vefe prest da gaout unan, met e katalaneg. Ar re yaouankañ (52,2% anezho), etre 16 vloaz ha 29 vloaz, da gentañ a vefe kontant d’ober gant Linkedin e o yezh.
Hervez ur studiadenn, ar gatalanegerien a ra gant Instagram a gav gwelloc’h hen ober e saozneg evit hen ober e kastilhaneg. Evit poent n’eus ket Instagram e katalaneg.
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine