Fall e oa an traoù e ospital Felger dija ha war-fallaat ez aio ar bloavezhioù a zeu moarvat rak betek-henn e oa pevar gastroenterologour en ospital ha tri anezho az aio kuit a-benn nebeut. Hag an hini diwezhañ a zo ur mezeg a vicher frank anezhañ ! Hiviziken e ranko an dud mont da ospitalioù Roazhon ma vez stegn an traoù eno dija.
Un diouer a jinekologour a zo war ar marc’had. Ur mezeg nevez a oa sañset dont hag a-benn ar fin ne zeuio ket. Unan nevez a zo bet kavet met unan « kozh » az aio kuit war un dro. A-benn ar fin ne vo ket kreñvaet ar servij, er c’hontrol !
Penaos ‘vo kont gant ar wiliouderezh war an hir-dermen ken brall-divrall e vez ar skipailh ? Amañ emañ an dalc’h…
Aon o deus ar sindikadoù e troio tamm-ha-tamm ospital Felger da ospital ar re gozh nemetken. Evel ospitalioù all eus Breizh (Ar Faoued, …)
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine