Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Pornizh : un den a-evezh war ti e amezeg kontellet gant daou laer

E meur a gêr e vez laouen an dud da eveshaat war tiez o amezeien pa’z eont kuit da vakañsiñ. Ur seurt « kengred karter » eo, kuit da baeiañ embregerezhioù surentez koustus-kenañ.

E Pornizh ez eus bet lakaet seurt sistem e pleustr. Siwazh, d’an 11 a viz gwengolo eo bet kontellet ur paotr en e 60 vloaz gant daou laer a oa o rodal tro-dro d’un ti.

Tro 4e30 GM e kêriadenn an Tabier e Pornizh, daou zen a zo en ur c’harr-tan. Parket dirak un ti m’emañ e berc’henn o vakañsiñ. Un amezeg en deus gwelet an daou lampon. Mont a ra da doullañ kaoz ganto met int az a e fulor ha stekiñ ouzh karr-tan ar fri furch. Klask a ra kregiñ e-barzh e bellgomzer evit ober fotoioù anezho met ne zeu ket a-benn : an daou laer a ro taolioù kontell dezhañ. Kouezhañ a ra dirak e wreg vantret, gloazet e meur a lec’h.

Kaset eo bet d’an ospital gant ar SAMU. Ouzhpenn d’an taolioù kontell eo bet torret e glopen gant al laeron. Dimeurzh vintin e oa en arvar bras c’hoazh ken ne oar ket ar medisined ha savetaet e vo pe get.

War-dec’h emañ an daou laer.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Justice, Local, QUIMPER, Société

Pont ‘n Abad : ar Roumanian a oa e Breizh « evit laerañ »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Pornic, Société

Pornizh (Bro-Raez) : Daou grennard serret, diskred warno bezañ laeret meur a wech

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Pornic, Société

Pornizh (Bro-Raez) : Daou baotr yaouank o doa graet butun d’un den kozh, hemañ a zo atav er c’homa

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, VANNES

Laeroñsioù doc’h steudad er Morbihan : un Tunizian serret !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, LA BAULE, Local, Société

Ar Baol : un « diplomet e matematikoù » paket goude bezañ laeret

Découvrir l'article

Dinan, E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société

Dinan : stal ar Groaz Ruz laeret

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Pornic, Rugby, Sport

Pornizh (Bro-Raez) : termajied war an dachenn rugby !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, FOUGERES, Local, Société

Bro Felger : daou strollad c’hoariva laeret

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, NANTES, Société

Laeroñsioù, feulster, dramm, degemeret mat e Bro-Raez !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, LORIENT, Société

Tier laeret ‘b’ar Morbihan, diskred àr termajied

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky