Tud eus Plouganoù a zo o stourm evit ma vefe digoret un hentad divyezhek brezhoneg-galleg e skol bublik ar gumun. Prest e oa tout an traoù, : bugale war ar renk, titlet ar skolaerez, prest ar skol, laouen ar c’huzul-kêr ha prest da souten met e kreizig-kreiz miz gouere, badadao : embannet eo bet gant servijoù an akademiezh e nac’hent digeriñ ar c’hlas a-benn miz gwengolo. Fuloret kerent ar skolidi evel just ha partiet ar stourm.
Ur petision a zo bet lakaet en-linenn ha galvet an dud d’en em dolpañ dirak an ensellerezh akademikel d’ar yaou 25 a viz eost da 10e30 e Montroulez (12 straed ar Poulfank).
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine