Amañ e vo gouenn !
Abaoe pell n’eus ket bet seurt tra : e Pondi e vo lañset ur gevredigezh sportel ha sevenadurel diazezet war an talvoudoù kristen. Augustin Debacker an hini eo prezidant ar gevredigezh. Anavezet mat eo eñ er metoù katolik, skrivagnour ma’z eo evit Politique Magazine da skouer ha penn-redaktour ar gelaouenn « Kroaz ar Vretoned » war ar marc’had. Saint Ivy Sports culture eo anv ar gevredigezh bet savet e miz c’hwevrer.
Ha sportoù a bep seurt a vo kinniget d’ar vugale ha d’an dud deuet : eus « dizoleiñ ar sport » evit ar re vihanañ d’ar galopadegoù bep sizhun evit ar re vrasañ.
Met estreget ar sport a vo pleustret gantañ. A-benn miz gwengolo e vo lañset pevar raktres bras : ul laz-kanañ evit ar vugale, un atalier « ober anaoudegezh gant ar plant », un « davarn lennegel » a zo war ar stern ivez hag ar raktres diwezhañ a zo un tamm disheñvel diouzh ar re all : sevel un drakkar gant kozh danvezhioù.
Evit mont e darempred gant ar gevredigezh : 06 24 48 47 18 / [email protected] / saint-ivy.fr
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “Pondi : lañset e vo ur gevredigezh sportel ha sevenadurel kristen !”
Augustin Debacker en deus strivoù d’ober evit gwellaat e vrezhoneg :
– ne vez ket lavaret « lez kanañ » met « laz kanañ »
– ne vez ket lavaret « plantennoù » met « plant ». « Plant » a zo ur ger stroll evel « gwez ». Ne vez implijet ar gerioù « gwezennoù » pe « plantennoù » nemet pa gomzer eus un niver bihan a wez pe a blant.
– « tavarn » ‘zo ur ger benel ha dre se, ne vez ket lavaret « un tavarn » met « un davarn ».