Ul lec’h hep e bar eo lenn Grand-Lieu e Bro-Retz. Ul lenn gouez ha n’haller ket ober e dro rak n’eo ket difraostet diardro. Baradoz an evned hag al loened eo. Baradoz ar pesked ivez. Rak a-holl viskoazh ez eus bet ur gumuniezh a besketerien a vicher e porzh Passay. Degadoù ha degadoù e oant e kreiz ar c’hantved diwezhañ. E-pad ur mare e oant 120 zoken ! Met bep un tammig eo aet an nivez war-zigresk.
N’halle ket an holl gounid o zamm bara diwar ar pesketañ. Pesked dour dous a vez paket gant pesketerien Grand-Lieu hag a vez gwerzhet da ostalerioù ar vro dreist-holl. Seizh pesketour a chom an deiz hiziv. Un niver rezis eo, bewech ma’z a unan war e leve e vez erlerc’hiet gant unan nevez, dibabet gant ar gumuniezh. Dominique Robion a zo aet war e leve nevez zo, Fabien Richard en deus kemeret e blas. Ha n’eo ket Fabien un den dianav er gumuniezh : e eontr hag e dad-kozh a oa pesketour ! 5 bloaz zo en doa lakaet e anv evit mont da besketour, dibabet eo bet ha kroget en deus e miz ebrel. Un den eus ar vro eo rak maget eo bet e Passay ! Setu ur gwir gumuniezh identeler ma’z eus unan !
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine