An dibenn-sizhun-mañ, hag evit an eil gwech goude hini warlene, e oa ar C’hurrilingua, seurt Redadeg evit ar c’horseg. Korsiz o deus redet e-pad 101 km etre Aleria ha Bunifazziu evit o yezh. Gant ar strollegezh « Parlemu Corsu » e oa aozet ar redadeg-mañ. Evel evit ar Redadeg, pep km a veze gwerzhet 100 € hag ar arc’hant rastellaet a servijo da gas war-raok raktresoù evit ar yezh. E kornôg an enezenn e redo stourmerien ar c’horseg ar bloaz a zeu.
Da a Ghisunaccia à Serra passendu per i Prunelli, emu corsu sta mane à prò di a lingua corsa. Felicitazione à u Cullettivu Parlemu Corsu per u so travaglione 👏👏👏
Ch’ella campi a nostra lingua ✊✊ pic.twitter.com/tcDWgbWeTc— Esteban Saldana (@SaldanaEsteban1) June 26, 2022
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine