Goriñ a rae an arnev abaoe sizhunvezhioù e Bro-Raez : Diskroget o deus micherourien diazezadur mezegel ha sokial Sant-Brewenn gant al labour diriaou dremenet. Abaoe pell e oa ar sindikadoù o seniñ spont diwar-benn an aozioù labour en EMPS Mindin. Re a labour, re a stress, un diouer mantrus a goskor, « re zo re ! » a huchas ar labourerien. Votet e oa bet an harz-labour d’ar 21 a viz even, diriaou dremenet 150 micherour o deus diskroget da vat.
Un emgav o deus bet ar micherourien sternet gant ar sindikad FO gant pennoù-bras an diazezadur ma c’helljont dibunañ o c’hudenn. Divizoù a vo embannet e miz gouere hervez pennoù bras an EMPS. Rak diwar meur a abeg eo fuloret ar micherourien : re izel ar goproù evel just met ivez re start an aozadurioù labour, c’hoant o deus cheñch taolenn an eurioù ivez.
« Ma n’eo ket kavet lost d’ar gudenn e vo tolpadegoù all e-giz se » o deus adlavaret paotred ha merc’hed ar sindikad.
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine