Evit ur wech e vo ur brezegenn a-zoare e L’Ambazada, QG ar zadisted e Itron-Varia al Lannoù (44) ! D’ar c’hentañ a viz gouere (7e30GM) e vo un emgav gant Lorentxa Beyrie, bet toullbac’het evit ETA e-pad 20 vloaz. Livourez, stourmerez, Lorentxa a gomzo eus ar vuhez en toull-bac’h met ivez eus Euskal Herria hag ar stourm evit ar vro. Klask a raio ar c’haochisted lakaat ar gomz war sujidi ar jener, ar venelouriezh pe me oar. Gant ma chomo ar gudariez war hini ar stourm evit un euskadi dizalc’h ! Da nebeutañ e vo ur brezegenn dedennus evit ar re a stourm evit Breizh.
Crédit photo : kopienn skramm atersadenn Mediabask
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine