Disadorn dremenet e oa ar c’haochisted o vanifestiñ e norzh Naoned, nepell eus ar prizon, a-enep ar « feulster er prizonioù », feulster ar warded evel just rak n’hallont ket bezañ feuls ar brizonidi war o meno. E « bout-du-Pavé » e oa ar vanifestadeg, da lavaret eo en ur c’harter breinet, disleberet gant an trafikañ dramm.
Hogen, goude un nebeud munutennoù o huchal o luganioù eo bet skarzhet an emsaverien c’haochist gant tudoù yaouank eus ar c’harter. Begoù du hag arab anezho. Fliked a oa oc’h evezhiañ ar c’haochisted ha direnket eo bet koñvers an dramm e-harz an tourioù ganto. A-benn ar fin ez eas ar c’haochisted un tamm pelloc’h, dirak prizon Naoned da grial en dezerzh…
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine