Logo nevez « Produet e Breizh » : hep Breizh warnañ met gant ur (Breizh) »5″ ouzhpenn

Strafuilh er Breizh ! Cheñchet he deus ar gevredigezh « Produet e Breizh » e logo, arruet kozh war a seblant. Hogen, n’emañ ket kartenn Vreizh warnañ ken « evit reiñ muioc’h a blas d’an tour tan » eme Produet e Breizh. Eüruzamant, n’he deus ket kollet ar gevredigezh hec’h ADN rak ur « 5 » a zo bet ouzhpennet d’ar « Bretagne » evit mennegiñ ar pemp departamant az a d’ober hor bro.

Embannet eo bet e miz miz c’hwevrer gant « Produet e Breizh » da geñver e emvod-meur e vo « sklaeret an tiketenniñ » evit kelaouiñ spisoc’h ar brenerien diwar-benn orin ar produioù.

Cheñchet eo bet ar c’huzul-merañ ivez : Jean Coisnon (AOC) en deus kemeret plas Loïc Hénaff (strollad Hénaff) peogwir en doa graet eñ daou respetad e penn ar gevredigezh.

E 2020, 360 milion a broduioù gant al logo « Produet  e Breizh » a zo bet gwerzhet e pep lec’h er bed.

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Logo nevez « Produet e Breizh » : hep Breizh warnañ met gant ur (Breizh) »5″ ouzhpenn”

  1. Tiervael dit :

    Livusoc’h e vefe un erminig bras pe pemp erminig bihan eget un tour-tan a vez kavet en holl vroioù war ribl ar mor.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

AURAY, E brezhoneg, Education, Local, Société

Landevan (Bro Gwened) : digoret e vo un hentad divyezhek b’ar skol bublik

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société, Vie Pratique

Achu gant « Labour ‘zo » !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, QUIBERON, Société

Ur c’hlas divyezhek brezhoneg-galleg b’ar Gêrveur !

Découvrir l'article

CARHAIX, E brezhoneg, Local

Lise Diwan Karaez : ha dirouestlet eo an afer ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, Société, ST-BRIEUC

Kastellaodren-Plagad : difenn an hentenn divyezhek !

Découvrir l'article

E brezhoneg, FOUGERES, Local

Felger : taget zo bet ur radar all !

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, E brezhoneg, FOUGERES, Histoire, Local, Patrimoine, Religion, Société

Saint-Germain-en-Coglès (35) : ur c’halvar livachet !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, PLOËRMEL, Société

Funoù e kouevr laeret : ur barrad ‘ba Morbihan !

Découvrir l'article

E brezhoneg

« Brezhoneg Gallo Kaoz », ur strollad kuzh nevez evit ar brezhoneg hag ar gallaoueg

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, GUINGAMP, LANNION, Local

Ha savetaet e vo levraoueg Kawan ?

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky