D’ar 27 a viz c’hwevrer e vanifesto ar gumuniezh alevi eus Bro-dTurkia a-enep al lezenn nevez a laka ret ar c’hentelioù relijion (da lavaret eo kentelioù islam) en holl skolioù. Evit ar vugale etre pevar ha c’hwec’h vloaz e vo ar c’hentelioù-se. Gant minister ar c’hult (sunit) eo bet kinniget al lezenn-se d’ar parlamant m’emañ an AKP ar strollad pennañ.
Gervel a ra ar c’hevredigezhioù alevi da zifenn « an demokratelezh, an araokadur hag ar frankiz a-enep ar charia ».
Tamm-ha-tamm e vez disavet gant islamourien an AKP ar stad lik savet gant Atatürk.
https://twitter.com/Percligia/status/1492881300100980743
Crédit photo :
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “Turkia : an alevied a-enep ar c’hentelioù islam lakaet ret”
Abaoe pell zo pesekutet eo an alevied gant ekstremisted sunit e Turkia.
https://kurdistan-au-feminin.fr/2019/12/19/turquie-massacre-des-kurdes-alevis-de-maras-une-plaie-ouverte-depuis-41-ans/#:~:text=Massacre%20des%20Kurdes%20al%C3%A9vis%20de%20Maras%2C%20une%20plaie%20ouverte%20depuis%2041%20ans,-19.12.2019%20%C3%A0&text=Entre%2019%20et%2026%20d%C3%A9cembre,par%20le%20pouvoir%20%C3%A0%20Maras.