E Bro-Gorsika ez eus bet ijinet « Vacciné c’est gagné« , ur c’hoari stroll mod Monopoly. Gant kartennoù « maskl », « gel hidroalkoolek » pe « ordrenañs » e klask ar c’hoariourien kendrec’hiñ ar re all da vezañ vaksinet. Mod-se e c’hellint tapout ar pass yec’hed ha bezañ dieub. Moaien zo da genfinañ ar re a sav a-enepdoc’h, an enep-vaks en o zouesk. E fin miz c’hwevrer ez aio ar familh he deus ijinet ar c’hoari e Cannes da geñver Festival etrebroadel ar C’hoarioù. Kinniget e vo ar c’hoari-se ez ofisiel.
E Nîmes e miz even e oa bet aozet ur « vaccination party » gant an ti-kêr dija evit lakaat ar re yaouankañ da lakaat deiziad evit bezañ vaksinet. Profoù a oa bet roet dezho.
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “« Vacciné c’est gagné », ur c’hoari stroll evit lakaat vaksinañ an dud”
N’eo ket posubl … Pebezh vezh!