Un hentenn divyezhek brezhoneg-galleg a vo savet e skol bublik Gwaien (Bro Ar C’hap) e miz gwengolo 2022. Bugale eus holl gumunioù ar C’hap a c’hello mont d’ar skol-se da zeskiñ yezh o zadoù kozh.
Gurvan Kerloc’h eo maer Gwaien. Mab e dad eo eñ rak Pêr-Vari Kerloc’h eo e dad, da lavaret eo « Morgan », drouiz meur Gorsez Breizh anezhañ, brezhoneger a-vihanik, skrivagnour e brezhoneg ha broadelour eus an tu-kleiz.
Digoradur un hentad divyezhek publik all a zo bet embannet gant an Ofis ivez : e Taole, e bro Montroulez. A-benn miz gwengolo e c’hello bugale ar gumun bezañ skoliataet e brezhoneg.
Crédit photo :
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine