Bloaz zo e oa lañset ar “Strollegezh Europa Elzas“, ar CEA. Ne vir ket ouzh ar gouarnamant Macron da vezañ leusket Bro-Elzas er rannvro “Reter Meur”, ken artifisiel hag hor “broioù al liger”, ar rannvro villiget. Milgwiskad melestradurel emezit-hu ?
Evit cheñch an traoù ez eus bet lañset un “enklaskadenn sitoaian” gant dilennidi ar CEA evit goulenn gant elzasiz petra a fell dezho bremañ : Chom er Reter-Meur pe ober eus ar CEA ur gwir rannvro evel gwechall ?
Ha perak ne vez ket graet kement-all gant dilennidi an departamant Liger-Atlantel e-lec’h gortoz an aotre digant Paris ?
Participez à notre grande consultation citoyenne !
➡️ Exprimez-vous en ligne sur https://t.co/crn38voPzj, par courrier ou dans l’un des points d’accueil en #Alsace pic.twitter.com/2gSjXZV9AO— Toute l'Alsace (@toutelalsace) December 21, 2021
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine