N’o deus ket bugale Diwan Pondi dinell ebet. Bemdez e vez graet ganto 7km gant ar c’harr-boutin da vont da verennañ. Ha padal e vefe moaien reneveziñ ur sal e-kichen ar skol met termal a ra ti-kêr Pondi. Abaoe eizh vloaz e rank ar vugale ober monedoneoù skuizhus bop kreisteiz.
Ar bloaz-mañ zo bet choazet gant ur bugel eus ar skol skrivañ ur lizher d’an tad nedeleg da c’houlenn gantañ un dinell evitañ hag e vignoned. Embannet eo bet al lizher war kazetenn bro Pondi.
Ha bugale kevarzh d’ar re all e vo bugale Diwan un deiz bennak ?
Crédit photo :
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine