Traoù zo da lenn e gallaoueg bremañ ha traoù dedennus ! An neb a lenn ar sizhuniek e brezhoneg Ya! en deus lennet pennadoù Patrik Deriano e gallaoueg dija. Paotr ar Morbihan eo ha paotr ar gallaoueg lipet brav. Daspunet eo bet e gronikoù e-barzh al levr nevez embannet « Entr l’us e l’usset ». Gant an ti-embann Olpei eo bet embannet, da lavaret eo ti-embann Patrik Deriano. Gantañ ez eus bet embannet troidigezhioù (Le semaene ao frere Arturo, sizhun ar breur Arturo gant Youenn Drezen) hag ul levr envorioù gant André Montfort : Aotant en Ramene Montbran dija.
Crédit photo :
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine