E 1971 e voe krouet « Bunscoil Phobal Feirste », da lavaret eo ar skol gentañ eus Norzh-Iwerzhon e gouezeleg dre soubidigezh. E kornôg Belfast e oa hi ha da gentañ ne oa ket ‘met un dornad a vugale. Bremañ ez eus muioc’h evit 400 skoliad enni !
D’ar mare-se e oa bet savet ur seurt gaeltacht kêr e kreizig-kreiz kornôg Belfast, tro Shaw’s Road, ur c’harter katolik ha republikan evel just. Setu perak e oa bet savet ar skol er c’harter-se.
Evit an hanter-kantved deiz ha bloaz, dimerc’her dremenet, ez eus bet plantet gwez gant tud ar skol. Se zo bet un degouezhadenn gaer evit koñsul ar Stadoù-Unanet ha maer Belfast da weladenniñ er skol.
40 skol-vamm e gouezeleg dre soubidigezh a zo bremañ e Norzh-Iwerzhon ha 35 skol gentañ-derez mui daou skolaj. Ha kentelioù iwerzoneg a zo e skolioù e saozneg zo ivez.
https://www.bbc.com/news/uk-northern-ireland-58902320
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine