Pebezh mizer…
Abaoe ar bloavezhioù 70 en deus serret an emsav sevenadurel, ha dreist-holl an emsav evit ar brezhoneg, ur c’hleñved euzus : ar gleizouriezh, « ar gaochism » ma karit. N’eo ket an tu-kleiz, an tu a oa (gwechall) a-du gant ar micherourien hag ar werin. Tamm ebet ! Ar gleizouriezh foll ne lavaran ket. Da lavaret eo ar re o deus dilaosket ar bobl evit klask hoalañ ar « broleteriezh erlerc’hiañ » en o zouez ar repuidi evel just. Ha mont a ra pelloc’h-pellañ ! Ne stourm ket mui an emsav sevenadurel Breizh evit degas ar sevenadur vreizhad da vreizhiz met evit addeskiñ ar bobl vreizh, he lakaat da « loñkañ » ar cheñchamanchoù sosietel. Dre gaer pe dre heg ! Ha, war un dro, evit plijout d’an antifaioù dre ziskouez dezho n’eo ket faskour bezañ tik gant ar brezhoneg pe dañsoù Breizh evel just. Krennardajoù traken ! Gant ar vezh !
Evit diskouezh pegen brein-kot eo deuet da vezañ an emsav sevenadurel, kit da weladenniñ an diskouezadeg a zo er mare-mañ er greizenn « Yezhoù ha Sevenadur » eus Sant-Ervlan e Bro Naoned. Setu ar pezh a c’helloc’h gwelet da skouer :
Ha petra vo tem an hini gentañ ? An treuzjener ? Ar feminism ? Ar seksim er bagadoù ? Nag ur suspens !
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine