D’ar meurzh 05 a viz here e oa ur c’hant hanter-c’hant bennak a dud o vanifestiñ e Gwengamp evit difenn an implijoù hag an ospital. Da heul disoc’hoù ur c’hentañ-kont priziañ e klask an ARS serriñ servijoù mammelezh ha surjianerezh war zigarez « rasionalizañ » an traoù. Digarezioù toull evel just rak abaoe degadoù e vez dismantret an holl ospitalioù war ar maez gant melestradur Paris.
Dimeurzh dremenet, e fin ar vanifestadeg, tra ma oa ar sindikalisted o prezegenniñ, e tegouezhas an aotrou Kerlogot, kannad LREM Gwengamp dindan an deltenn vanif. Fellout a rae dezhañ « lavar e soñj ha diskutal gant ar vanifesterien » hervezañ, « atahinañ ar vanifesterien » hervez paotred zo ar sindikad. Setu ma tirollas an hu hag ar you warnañ, evel just. A-benn ar fin ne zeuas ket a-benn da lavar e soñj er mikro hag aet kuit dindan an huchadegoù.
Foto : pajenn Facebook Cindérella Bernard
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine