Betek pelec’h ez aio kresk prizioù an tiez e Breizh ha dreist-holl e su pellañ ar vro ?
Hervez an ajañs ADL eus Kelenneg-ar-Mewan (44) o defe ar prizioù kresket a 15-20% abaoe bloaz hanter ha 40% abaoe 2016 zoken ! Hervez un ajañs all, n’eus ket moaien kavout un ti ennañ 3 c’hambr dindan 300 000€ ! Ha n’eo ket ur ral e vefe gwerzhet tiez da dud ha n’eo deus ket o gweladennet en a-raok. Bremañ e vez graet ar gwerzhioù a-bell gant an noterioù ha n’haller ket mui marc’hata ar prizioù. E Klison, da skouer, e vez gwerzhet 3000€ ar m², ha lod eus ar brenerien a zo arvesterien an HellFest, deuet da vezañ tik gant ar gumun.
Ha daoust hag e c’hell ar vretoned prenañ ti en o bro ? Tamm ebet, parizianed pe frañsizion ha n’o deus ket mui c’hoant da vevañ er c’hêrioù ne lavaran ket. Ha, gant tout-se e vo divreizhekaet muioc’h-mui su al Liger ‘m eus aon…
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine