A-benn seizh miz e vo ar votadegoù prezidant. Met a-benn nebeut e vo ar rakvotadegoù evit kinnig an hini az aio war ar renk e anv an ekologourien. E-touez ar re war ar renk ez eus unan hag a zo un tamm disheñvel diouzh ar re all : Sandrine Rousseau. Gwelet az peus ha lennet az peus moarvat traoù bet lavaret ganti. Diwar-benn an afghaned, ar merc’hed, ar re « ouennelet » Woke eus an tu-pellañ, etreseksionel da vat, didrevadennourez daonet, ur sapre istrogel eo honnezh !
Nevez zo ez eus bet lañset ur c’houlzad kabaliñ war ar rouedadoù sokial evit he souten a-benn ar rakvotadeg ekolo. N’eo ket gant ekologourien eus an tu-pellañ ez eus bet lañset, gant Damien Rieu ne lavaran ket. Paotr Génération Identitaire, hennezh en deus gwelet splann peseurt gounid a c’hellfemp tennañ ma vefe dibabet ar Rousseau-mañ gant Ar Re C’hlas evit mont war ar renk. Darfelleg ar gabalerezh ! Ober a raio Ar Re C’hlas o seizh gwellañ evit lakaat ar gaoz war sujed ar gouennoù, an etreseksionelerezh, ar jener, ar sorserezed ha me oar me. Ha dav e vo da vMelenchon, Annie Dingo ha tout an tropellad mont pelloc’h-pellañ war tout ar sujedoù diboell, betek en em lakaat droch dirak ar Vretoned hag ar Fransizion.
Ma’z eo trec’h Yannick Jadot ne vo ket ken fentus ar votadeg. Re sirius eo paotr Greenpeace. Ur gwir apparatchik eo hennezh ! Sandrine Rousseau, hi, a zo sot da stagañ, kollet he skiant vat ganti ha ganti e vo graet al lu gant mennozhioù ha temoù an tu-kleiz. Neuze, lakit ho anv evit kemer perzh er rakvotadeg ekolo (a-raok ar 16 a viz gwengolo) ! Ha votit Sandrine Rousseau ! Trollomp ar rakvotadeg !
https://www.tf1.fr/tmc/quotidien-avec-yann-barthes/videos/pourquoi-lextreme-droite-veut-elle-soutenir-sandrine-rousseau-90984116.html
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “#VotitSandrineRousseau”
Ur penn fall, brein ha torret !