Aet eo ar skrivagner ha stourmer evit ar brezhoneg Paol Kalvez da anaon d’an 30 a viz gouere. 97 vloaz e oa.
Hervez Wikipedia « e voe ganet Paol Kalvez e Lokournan e 1924, e vamm a oa o terc’hel meur a stal er vourc’h hag e dad a oa mañsoner eus e vicher. Desavet eo bet e brezhoneg betek an oad a 13 vloaz.
Mont a reas da studiañ al latin, al lennegezh, an douenoniezh hag ar brederouriezh e skolioù kristen, e Bro-Okitania hag e Bro-Dunizia. Fellout a rae dezhañ mont da visioner. Soudardet eo bet e 1943 betek 1945. Daoust dezhañ klask bout misioner ha beleg, e voe nac’het dezhañ hag e tistroas el Lu e-men e teuas da vout kontaouer hag is-ofisour. En em staliañ a reas e Roazhon.
Tad eo da zaou vugel en deus desavet e brezhoneg.
Bet eo bet unan eus renerien bouezusañ KEAV e-pad ur mare, a-gevret gant Ronan Huon ha Vefa de Bellaing hag e kengrouas SADED gant Guy Étienne ha Youenn Olier. Sevel a reas darempredoù etre KEAV ha SADED eus 1963 da 1967. War-lerc’h e kuitas embregerezhioù Guy Étienne evit labourat e savadurioù katolik gant Youenn Olier. Klasket en doa skoulmañ darempredoù etre KEAV ha Skol An Emsav (SAE) er bloavezh-skol 1970-71, pa oa SAE ur gevredigezh kristen. Paouez a reas da labourat evit KEAV e 1977.
Ur paot-mat a bennadoù en deus skrivet evit ar gelaouenn Imbourc’h ha kavout a reer lod eus e brederiadennoù, merket don gant ar feiz kristen, war load Emglev An Tiegezhioù. Kenderc’hel a reas al labour kroget gant Marsel Klerg evit sevel ha skridaozañ ur breviel e brezhoneg e 12 levrenn (Lennadurioù kristen).
E 2007, Paol Kalvez en deus skrivet ul levr : Kambr ar stered, embannet gant an ti-embann Mouladurioù Hor Yezh. Ennañ e kaver un c’hendiviz gant Malo Bouessel du Bourg a-zivout red e vuhez en tu all da pevar-ugent vloaz hag e gejadennoù gant tud ‘zo evel Lanza del Vasto da skouer.
E 2015 ez eo embannet e droidigezh eus ar c’helc’hlizher « Lumen Fidei » skrivet gant ar pab Frañsez, troet « Sklêrijenn ar Feiz kristen » gantañ. »
E obidoù a vo lidet e Orvez, en Bro Naoned, dimeurzh da 2eur goude merenn.