Wilhem Houssin a zo bet peurlazhet disadorn dremenet. Bazailhet eo bet e kreiz kêr e Sant-Jakez al Lannoù, da 1e GM, e-tal Roazhon gant hailhoned, « tud yaouank » e-giz e vez lavaret bremañ. O klask ul lojeiz e oa gant e vignonez pa glaskas ur strollad hailhoned laou outañ. Brevet eo bet a-vazhadoù dirak e vignonez.
Un arzour anavezet mat e Roazhon e oa eñ. Prezidant kevredigezhioù ha gitarour dornet mat. Evel an holl arzourien koulz lavarout e oa Willhem Houssin ur c’hleizour. O kantreal war e bajenn Facebook e weler splann e save e vouezh a-enep « feulster ar polis » pe e save a-du gant an enbroañ.
Disadorn diwezhañ en deus gounezet ar realder warnañ. Siwazh.