D’al lun 21 a viz even ez eus bet sinet ur « c’hevrad araokaat » evit an euskareg etre kêr Ciboure hag ar Gumuniezh Bro-Euskadi. Normalizañ implij ar yezh er gumun eo ar pal. Tamm-ha-tamm e vo lakaet an euskareg da dalvezout er servijoù kêr. Betek 2027 e vo stummet ar c’hoskor ha lakaet divyezhek holl dokumanchoù ar gumun. 12 den o deus lakaet o anv evit deskiñ yezh ar vro dija.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine