Teir yezh a vez komzet e kontelezh ar Grison e Bro-Suis : Alamaneg, italianeg met ivez romancheg, ur yezh roman. En arvar emañ ar romancheg avat (ha hi pedervet yezh vroadel ar Suis !) rak bep bloaz e vez gounezet tachennoù nevez gant an alamaneg.
Diwar-goust ar romancheg met ivez diwar-goust an italianeg. Evit cheñch penn d’ar vazh he deus embannet hiziv (15/06) al Lia Rumantscha, ur gevredigezh a ra war-dro ar yezh, ur manifest « evit an teir yezh ». Klask kreñvaat al liammoù etre an teir c’humuniezh yezhel a zo er gontelezh eo pal ar manifest-se. E gwirionez e klask al Lia senniñ ar c’hloc’h evit ar romancheg lakaet diaes muioc’h-mui gant an alamaneg.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine