Ouzhpenn anv ur ministr kozh cheñch-dicheñch eo Valls, anv ur ger eus Katalonia-ar-su eo. E penn ar c’huzul-kêr emañ Dolors Farré Cuadras, ha hi ezel eus JuntsxCats strollad broadelour eus an tu-pellañ bet fontet gant Carles Puigdemont, anezhañ « prezidant ar Republica » de Catalunya en harlu.
Gant kêr Valls hag an ONG Plataforma per la Llenga ez eus bet lañset ur studiadenn diwar-benn ar yezhoù implijet en tri lise ar gêr. Hervez an disoc’hoù, 59% eus an divizoù etre liseidi a zo e spagnoleg ha 39,4% e katalaneg (mui 1,6% e yezhoù all). Diwar-se, eo bet divizet gant an ti-kêr da lakaat e pleustr ur steuñv evit broudañ implij ar c’hatalaneg e-touez ar re yaouank. Adal miz gouere e vo aozet atalieroù rap pe krouiñ « mèmes » mui traoù all e katalaneg evit ar re yaouank.
Hervez ar studiadenn bet graet e 2019 gant Plataforma diwar-benn implij ar yezh er c’hêrioù eus Katalonia, etre ar skol kentañ derez hag an eil derez, ez eus un sapre digresk. 35% eus an divizoù a zo e katalaneg er c’hentañ derez tra ma n’eus ket mui 14,6% en eil derez. War a seblant e vez komzet muioc’h e katalaneg etre merc’hed, avat : 41,7% eus an divizoù etre merc’hed a zo e katalaneg ha 31,1% etre paotred.
Tachenn ar rouedadoù sokial a zo da zifrostañ ivez : 1,6% eus ar videoioù sellet war TikTok ha Youtube a zo e katalaneg ha 2,9% eus an traoù sellet war Instagram.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine