Kentañ skol e gouezeleg Bro-Skos dre soubidigezh e Nova-Scotia (Kanada) a vo digoret a-benn miz gwengolo. E Mabou (Màbu e gouezeleg) e vo ar skol. Ur gêriadenn eus kontelezh Inverness war enez Kap Breton m’emañ 1200 den o chom, diskennidi skosiz al lodenn vrasañ anezho, eo Mabou.
Ur skol brevez mod Montessori e vo ha kregiñ a raio gant ar skol-vamm. A vloaz da vloaz e vo digoret klasoù nevez. Evit rastellaat gwenneion evit ar skol ez eus bet lañset ur c’houlzad dastum arc’hant war https://taighsgoile.ca/
Abaoe 250 vloaz e vez komzet gouezeleg e Nova Scotia ma reas o annez highlanders pe hebridezidi eus Bro-Skos enni.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine