E Breizh n’eus ket kalz a loened war o feulzer. En hor bro ez eus parkeier sterniet mat gant ar « paotr saout ».
E Korsika n’eo ket memes jeu. Eno e vez al loened, moc’h, givri pe deñved o c’haloupat er menez. Ezhomm zo evit ar vesaerien da gaout troioù-gouzoug GPS evit gouzout war amzer real e-pelec’h emañ al loened er strouez.
Geovie zo un embregerezh a brodu seurt binviji. Dre m’he doa kalz a bratiked e Korsika he deus troet e korseg an arload. Klasket he deus Geovie doujañ d’ar rannyezhoù zoken, setu perak eo bet troet gant troerien a-vicher. Un embregerezh eus Bro-Savoa eo Geovie hag en Europa e vez graet he froduioù.
Crédit photo : Breizh-info.com
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine