D’ar yaou 15 a viz ebrel, tud yaouank ar strollad Gazte Ekintza o deus aloubet div ajañs-tiez e Biarritz ha Saint-Jean-de-Luz e Bro-Euskadi an norzh. Sevel o mouezh ouzh brokañ war ar madoù-leve a oa pal an daou ober-se. E Bro-Euskadi evel e Breizh en arvor da vihanañ, n’hall ar re yaouank kavout tiez marc’had-mat o frizioù, tra ma’z eus miliadoù a diez-hañv, dieub 9 miz diwar 12.
Gitonioù a-enep brokañ war ar madoù-leve a zo bet displeget war toen an ajañsoù ha skritelloù a zo bet peget. E-pad an ober e Biarritz, pellgomzer ur gazetennerez eus Mediabask ha Kazeta a zo bet stlapet d’an traoñ gant unan eus implijidi an ajañs.
Biarritzeko Carmen Beauriavage higiezinen agentziako langileak KAZETA.EUSeko kazetariaren mugikorra bortizki lurrera bota du @gazteekintza kolektiboko ekintzan pic.twitter.com/aKI9H8NoZz
— kazeta.eus (@kazetaeus) April 15, 2021
Crédit photo : wikipedia (cc)
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine