Penaos ober gant an div yezh, asturianeg ha kastilhaneg, e parlamant an Asturies ? Kavet ez eus bet un diskoulm gant ar… PSOE ! Adal bremañ, pa prezego ur c’hannad bennak en asturianeg o do droad ar re n’o deus ket komprenet ar brezegenn da gaout un droidigezh e kastilhaneg dre skrid pe da c’houlenn e vefe adlavaret ar brezegenn e yezh Cervantès.
N’eo ket ur ral klevet kannaded o prezegenniñ en asturianeg pe « bable » e breujoù ar proviñs. Padal n’eo ket kenofisiel c’hoazh ar yezh. Hogen, Vox ar strollad neo-frankist ha spagnolour eus an tu pellañ a c’houlen abaoe bloavezhioù, e vefe troet an holl brezegennoù e kastilhaneg. Dirak al lez-varn vonreizhel e oa degouezhet an afer zoken ! Hervez Podemos « e kompren an holl gannaded an asturianeg » neuze « n’eo ket reizh ar pezh a azgoulenn Vox ».
E kenkas ma vefe tabut diwar-benn ster ar gerioù eo an droidigezh e spagnoleg a dalvezo en testennoù ofisiel avat.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine