Emañ Cymdeithas an Iaith, ar gevredigezh evit ar c’hembraeg, o paouez skrivañ da guzul kontelezh Ceredigion e kornôg Bro-Gembre evit ma vefe sevenet d’ur bromesa bet graet 10 vloaz zo. D’ar 25 a viz meurzh 2011 e sinas Ellen ap Gwynn, e penn ar strollad Plaid Cymru er c’huzul d’ar mare-se, m’en em engouestle da lakaat kembraeg da yezh labour ha yezh ofisiel ar c’huzul.
Dek vloaz war-lerc’h, ha hi arruet e penn ar c’huzul, ne c’hell nemet an emsaverien merzhout n’he deus ket dalc’het d’he fromesa. Padal e c’hellfe ur c’huzul kontelezh labourat e kembraeg nemetken. Hag an Cymdeithas da bediñ kuzul Ceredigion da gemer skouer diouzh hini Gwynedd, e norzh ar vro, hag a labour e kembraeg abaoe degadoù.
Goulennet en deus Cymdeithas an Iaith gant Ellen ap Gwynn da lakaat deiziad e krogo ar c’huzul da labourat e yezh ar vro. Pe, d’an nebeutañ, da lakaat un deiziadur rakwelet evit mont betek an ofisielded.
Hervez sondadeg 2011, 47,3% eus tud kontelezh Ceredigion a oar kembraeg.
Illustration : Geograph (cc)
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine