Setu, lañset eo bet loarell gentañ an Ajañs Egor Katalan ! D’an 20 a viz meurzh e loc’has ur fuzeenn rus eus Baïkonour er C’hazakhstan, enni un nanoloarell arc’hantaet gant ar gouarnamant emren katalan ha krouet e Katalonia.
Abaoe 1996 he deus ar Generalitat hec’h institut a studiadennoù an egor ha perc’henn eo war arsellva Montsec, « an ensavadur a enklask steredoniezh avañsetañ eus Europa » a-hervez. Met fellout a ra d’ar gouarnamant katalan mont pelloc’h bremañ ha sevel un gwir ajañs egor gant ur budjed a 21 milion a euroioù. C’hwec’h nanoloarell a zo war ar stern dija evit bezañ lakaet da gelc’htreiñ gant fuzeennoù rus. « Enxaneta » e vo anv an Ajañs, da lavaret eo ar bugel a zo e penn uhelañ ar « c’hastells », ar piramidoù tud a weller er gouelioù e Katalonia.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2020, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine