Aet eo Vera Timoshenko d’an anaon. 93 vloaz e oa hi. Er C’hamtchaka e oa o chom, war enezenn Bering, da lavaret eo e reter-pellañ Rusia. Ganti e veze komzet aleouteg, ur yezh eskimo-aleoutek anezhi. Er chapelad a inizi aleoutian, etre Rusia hag Amerika, e vez komzet an aleouteg ha meur a rannyezh a za d’hen ober. Lod a vez skrivet er skritur latin ha lod all a veze skrivet e skritur sirilek. Ne vo ket mui eus ar rannyezhoù skrivet e sirilek hiviziken rak Vera Timoshenko a oa yezherez diwezhañ ar rannyezh Bering. Hag ar rannyezh-se a oa an hini diwezhañ komzet e Rusia. E 2010 e chome c’hoazh 45 yezher met Vera Timoshenko a oa an hini diwezhañ. Arbennigourez war ar yezh hag ar sevenadur aleout e oa hi.
Etre 100 ha 150 aleouteger a chomfe en inizi amerikan, kozh-tre an holl anezho.
Crédit photos :DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine