The National eo anv al lec’hienn gelaouiñ nevez bet lañset hiriv d’ar c’hentañ a viz meurzh e Bro-gKembre.
Dibabet eo bet hec’h anv diwar anv ar pemdeziek dizalc’hour skosad The National, bet lañset goude ar referendom c’hwitaet e 2014. Prientiñ an dud evit un eil referendom eo pal The National e Bro-Skos.
E 2019 e oa bet embannet un niverenn dreistordinal eus The National evit Bro-gKembre gant an embregerezh Newsquest da geñver ur vanifestadeg evit Kembre dizalc’h. Hiziv, Dydd Gŵyl Dewi da lavaret eo deiz Gouel Sant David, gouel broadel Bro-gKembre, eo bet roet lañs d’al lec’hienn ha d’un niverenn ispisial war paper. Ne vo ket embannet bemdez ar gazetenn met niverennoù ispisial a vo embannet evit degouezh-mañ-degouezh. Keloù fresk a vo kavet bemdez war al lec’hienn, avat. 3 fost a gazetennerien a zo bet krouet evit he bouetaat ha gallout a raio The National bezañ skoazellet gant kazetennoù ha kazetennerien all ar strollad Newsquest. War un aridennad a gazetennoù kembread eo perc’henn Newsquest : div gazetenn pemdeziek : The South Wales Argus ha The Leader mui un dornad a sizhuniegoù.
Daoust hag e vo The National ur gazetenn dizalc’hour da vat ? Amañ emañ an dalc’h : « ur gazetenn evit Bro-gKembre eo » a respontas Gavin Thompson redaktour Newsquest ha hervez al lec’hienn e servij The National da «lakaat ar gaoz war an dizalc’hiezh ». Sklaer a-walc’h eo ?
Photo d’illustration : DR
[cc] BREIZH-INFO.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “Ul lec’hienn gelaouiñ nevez broadelour e Bro-gKembre”
Kembre e vo dizalc’h pe an nebeud bloazioù, ha kembraeg e vo gomzet d’an holl eno.
Bydd Cymru yn annibynnol mewn ychydig o blynyddoedd, a bydd pawb ‘ma siarad Cymraeg yn unig.
[Le Pays de Galles sera indépendant dans quelques années, et tout le monde ne parlera que gallois là-bas / Il Galles sarà indipendente tra pochi anni e tutti parleranno solo gallese lì.]