Er Països Catalans, « ar broioù katalan » ma vez komzet katalaneg, e vez atav tabut diwar-benn an anvioù-lec’h. Klask a ra ar vroadelourien katalan e vefe e katalaneg nemetken ar furmoù ofisiel hag, er c’hontrol, e c’houlenn ar strolladoù spagnolour e vefe lakaet divyezhek kastilhaneg-katalaneg an holl anvioù-lec’h.
E Maó, en inizi Baleares, ez eus bet divizet ar sizhun dremenet adlakaat ofisiel anv katalanek ar gumun. Hag an anv katalanek nemetken. Votet eo bet an diviz-mañ gant an ti-kêr m’emañ ar sokialourion en he fenn asambles gant ur strolladig katalanour. Spagnolourien ar PP ha Ciudadanos, eus o zu, o deus votet a-enep. E 2012 e voe gounezet an ti-kêr gant ar PP. Lakaat a reas kerkent ar strollad spagnolour an anv divyezhek Maó/ Maón diwar e anv e spagnoleg. Drol e oa an anv spagnolek ouzhpenn-se rak ne oa ket istorel tamm ebet, ur furm goveliet diwar netra na lavaran ket.
Arc’hiñ a ra Plataforma per la Llengua e vefe astennet seurt diviz d’an inizi Baleares a-bezh.
Crédit photo : DR (photo d’illustration)
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
2 réponses à “Anv ar gumun e katalaneg adlakaet ofisiel e Maó”
Pas de résumé ! Je ne répercute pas.
en Français…