Bro-Saoz : ur familh a stourm evit un enskrivadur en iwerzhoneg war ur maen-bez

Ur vaouez uvel hag ur gwir gristenezh e oa eus Margareth Keane eus parrez Exhall e Bro Coventry (Warwickshire, kreiz Bro-Saoz). A-orin eus Bro-Iwerzhon e oa hi hag ober a rae war-dro klub GAA ar gumun, da lavaret eo ar sportoù hag ar sevenadur c’houezelek. Marvet eo tri bloaz zo met n’he deus ket kavet c’hoazh silvidegezh hec’h ene rak emañ dindan ur baourkaezh kroaz e koad e bered St-Gil. Da c’hortoz gwelloc’h.

A-raok mont d’an anaon he doa lavaret sklaer e felle dezhi bezañ beziet dindan ur groaz keltiek, mod Bro-Iwerzhon neuze ha dindan ur maen-bez ma vefe bet enskrivet warnañ logo ar GAA hag ur frazenn e gouezeleg : « in ár gcroíthe go deo » (en hor c’halonioù da viken).

Er Rouantelezh-Unanet e vez merret kement tra a denn d’ar beredoù gant an iliz añglikan. Ha lezioù-barn-iliz a zo zoken. E-touez an traoù a c’hell bout rendaellet diwar o fenn : an enskrivadurioù war ar mein-bez. An holl anezhe a zo marilhet en ur fichennaoueg hag un dam-anaoue (ur « sañsur ») a zo. Kaset eo bet afer an enskrivadur e gouezeleg dirak ul lez-varn-iliz eus kontelezh Coventry. Ha rasket ganti war zigarez e c’hellfe gweladennourien ar vered soñjal eo ar frazenn ur enskrivadur bolitik ! Hervez ar lez-varn e ranke ar familh Keane lakaat un droidigezh e gouezeleg kuit da chifañ an dud.

Galv zo bet graet gant ar gKeaned, soutenet ma oant int gant nouspet ensavadurioù iwerzhonad ha breizh-veuriad. A-benn ar fin o deus gounezet dirak al lez-varn galv d’ar 24 a viz c’hwevrer. Betek arc’heskob Canterburry, anezhañ pap an añglikaned, a oa a-du gant ar familh Keane !

Ar pezh zo, dav e vo skrivañ an droidigezh e saozneg war marilh ar parrez, e kenkas m’en defe c’hoant ur saoz bennak gwiriekaat n’eo ket bet beziet ur soudard eus an IRA er bered-mañ, marteze.

Enskrivadurioù e yezhoù all a zo dija e bered Exhall koulskoude : e kembraeg, latin hag hebraeg ha hini ebet anezho a zo troet e saozneg. Met kement tra a denn da Iwerzhon ha d’an iwerzhoneg a zo kizidik kenañ er Rouantelezh-Unanet. Dreist-holl er mare-mañ, gant an enkadenn bolitikel post-Brexit oc’h ober he reuz er C’hwec’h Kontelezh eus Iwerzhon an Norzh.

Crédit photo : DR (photo d’illustration)
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Insolite, International

Insolite : une marche pour célébrer la naissance de Mahomet à….Coventry (GB)

Découvrir l'article

Insolite, International

UKIP investit un curieux candidat anti-homo et anti-dragon rouge

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky