Hep mar ebet eo bet sellet ouzh abadennoù skiantel « C’est pas Sorcier » gant Riwall Kermarec ha tud kumuniezh kumunioù Kemper ! Emañ an ensavadur o paouez reiñ lañs d’un rummad a videoù berr evit displegañ petra vez graet gant « Kemper Breizh Izel », an « dachenn blediñ » e yezh a-vremañ.
En o zouez : an dour, ar mediaouegoù, an transportoù, an deskadurezh uhel. Evit displegañ kement-se d’an dud e vo produet videoioù a 4 ’30mn ma vo kontet enne piv a ra petra war un ton fent gant ar sevenner Riwall Kermarec (Mister Breizh, Mouchig Dall, Foeterien, …). E galleg e vo ar videoioù war a seblant, met dre m’eo brezhoneger Riwall Kermarec ez eus, marteze, reoù e brezhoneg pe divyezhek war ar stern, piv oar ?
War ar rouedadoù sokial e vo skignet ar videoioù-se. An hini gentañ (diwar-benn an dour) a zo bet lakaet en-linenn war lec’hienn « Kemper Breizh Izel » dija :
Crédit photo : DR (photo d’illustration)
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine